BRO-HELLAS (6vet)
Kentel 1 : Orinoù ar bed Hellasek
1 Stummadur ar bed Hellasek
Teul : Kartenn Hatier niv. 5 "Bro Hellas" ha p.p. 57 ha 75
Roud : Bro C'hres an henamzer a vez graet "Hellas" anezhi. Kreizennet eo Bro
Hellas e tu reter ar Mor Egaios hogen emañ staliet ivez war inizi diniver ha war
aodoù kornog Bro Bersia (sellout kartenn). Adalek 2000 Kent Hor Salver (KHS),
pe Kent Jezuz Krist (KJK) e vez poblañsoù oc'h en em staliañ eno.
2.Aozadur ar bed hellasek
Teul : Kartenn Hatier niv. 5 "Ar bed helladek war-dro 500 kJK" (sikour p. 61)
Goulennoù : Pelec'h o deus ar Chresianed diazezet kalz a drevadennoù ?
Pe anv 'oa Marseille d'ar poent-se ?
Teul : niv. 2 p. 61
Goulennoù : Pe re eo anvioù ar savadurioù pennañ eus ar Geoded, estreget an tiez-
annez ?
Da betra e servij ar mogerioù-difenn ?
Klaskomp ur ger heñvelster ha mogerioù-difenn. Mogerioù Kreñv.
Roud : E-barzh keodedoù e vev ar c'hresianed. Diazezañ a reont trevadennoù tro-
dro d'ar mor Kreizdouarek.
Keoded : p. 60
Trevadenn : p. 60
3 Ur sevenadur hellasek boutin
Teulioù : ar skolajidi a zispleg dirak ar re all e studiadenn war an danvezioù a vo
bet roet dezho da labourat diouzhtu o kregiñ gant ar gentel 1 : an doueoù e bro
Hellas, ar c'hoarioù olumpek, danevelloù Homeros, ar Geoded, ar Republik, ar
filosofed…
Da welout : panelloù er CDI diwar al labourioù-se.
Sujets possibles : les différents Dieux grecs, les jeux olympiques, les récits
d’Homère avec une éventuelle exposition au CDI.
Roud : An hevelep yezh a vez komzet gant an Hellased. Anavezout a reont mat an
Illias hag an Odisseia. Liesdoueidi int. Kemer a reont perzh er c'hoarioù olumpek.
Ar vitologiezh pe ar wengelouriezh a zanevell istor an doueoù hag an harozed.