visant fave - Embann An Hirwaz

1
VISANT FAVE
Bet Eskob Skoazeller Kemper ha Leon
WAR ROUDOU OR MISIONERIEN
Rakskrid
Karget on bet gand an Ao. ‘n Eskob Fauvel ha goude-ze gand an Ao. ‘n Eskob Barbu,
da gemer soursi euz ar visionerien hinidig euz Eskopti Kemper strewet dre ar béd.
Savet hag embannet am-boa ar roll er bloavez 1975 : 700 e oant war an dachenn, 450 a
dadou pe a frered, 250 a zeurezed.
Buan a-walh am-eus bet tro da vond d’o gweled hag am-eus danevellet va zroadou e
brezoneg war ar gelaouenn Lizeri Breuriez ar feiz, niverenn war-lerh niverenn, a-héd 20
vloaz.
Lavaret ez eus bet din : perag nompaz dastum an oll bennadou-ze hag o embann e
stumm eul levrig ? Setu m’e-neus bet an Ao. Andreo ar Merser, rener Brud Nevez, ar
vadelez da gemer ar garg euz al labour. Bennoz Doué a lavaran dezañ.
Ar pajennou-mañ a zo bet embannet en enor da Vreiz, brasa bro visioner a zo bet
moarvad, daoust ma n’eo ket braz nag a vent nag a boblañs. En enor ivez d’or
misionerien, eur bajennad euz ar re gaerra o-deus skrivet en istor an Iliz hag en istor or
Bro-Vreiz.
A-dreuz lenn al leor-mañ, c’hwi a welo Bretoned hag o-deus dibabet gouestla o buhez
penn-da-benn da rei da anaoud Jezuz-Krist hag e Avïel d’an dud divadez beteg er broiou
pella. Sevenet o-deus o mennad daoust da beb tra, lod a gousto dezo beteg rei o buhez, lod
all a vo o lod eur vuhez-pad pell diouz o bro, e-kreiz poaniou sur a-walh, med ivez er joa
hag el levenez.
E-ser servicha o-deus labouret e servij diorroidigez ar pobladou gand o skoliou,
skoliou-micher hag-all, dispañseriou, o sikour an dud da zigeri heñchou, da zevel
poñchou, da gleuzia puñsiou, o rei dezo deskadurez war al labour-douar pe an doare da
zevel loened. Ar seurezed, ouspenn ar skoliou, a zeske d’ar merhed penaoz derhel mad o
ziegez ha diorren o bugale.
Ar pajennadou-mañ a zo bet skrivet gand gwad ha c’hwezenn ar visionerien, gwasket
a-wechou marteze gand kleñved ar gêr, med poulzet gand ar garantez.
N’heller ket rei d’an nesa brasoh merk a garantez eged rei e vuhez evitañ.
Tro-ha-tro e vo ano amañ euz Bro-Afrika, Bro-Indez, Amerika-ar-Su (Brezilia,
Arhantina, Perou, Kolombia), Azia (Thailand, Bro-an-Inizi, Broiou-Antillez (Haiti,
Martinika, Gwadeloupa), Guyana.
Kanet e veze er parreziou :
Breudeur, ni glèv ho klemmou
Euz an tu all d’ar mor
D’ho mouez ha d’hoh ezommou
Or halon a zo digor
Ni a roio aluzenn
Evid sikour ho pro.
2
Ni a zavo beleien
Ha deoh ni o haso.
Visant Favé
Bet Eskob-Skoazeller Kemper.
Eun droiad en Afrik
war roudou ar visionerien
Yann-Ber Kalloh a skrive :
«Me ‘wel Béd ar re zu, O Afrik dilezet,
E-kreiz da goajou don, nag a gevrinou louz !
‘Vidoud ivez neoah ar Mestr e-neus komzet
Gwechall. Med n’az-peus ket klevet. Heñvel out
Ouz eul loen divennoz ha ne gomz na ne glèv,
Eun deñvalijenn diaouleg a holo da ene paour :
Pegoulz e tigoro da lagad d’ar Goulou ?
O, hast ! rag deiz ar varn a dosta da beb eur.
Siwaz ! Êl du ar maro out nasket ‘n e ardou,
Bugale ar gwir Doué war da zouar a zo rouez...
Hag heb ne zav hini da vond war e roudou,
E gouelehiou Afrik, Jezuz a stlej e groaz.»
Kement-se a oa gwir a-walh en amzer ma skrive Kalloh ; a-drugarez Doué, abaoe ez
eus eet daved an Afrik, eun niver braz a veleien, frered, leanezed a beb urz da rei da
anaoud d’an dud keiz-se Or Zalver Jezuz-Krist hag e Avïel.
En hañv diweza am-eus bet tro da vond d’an Afrik. Eur hloareg euz Bro-Gameroun e-
noa greet e studi e kloerdi braz Kemper hag a oa dezañ beza beleget, en e vro du-ze, da
geñver gouel Maria Hanter-Eost. An Aotrou ‘n Eskob Zoa, arheskob Yaounde bet o ren
pardon Itron Varia ar Folgoad warlene, e-noa va fedet da vond d’ar velegiaj. Va zoñj a oa
evel-just mond da weled bugale an eskopti eet du-ze da brezeg ar feiz.
Da genta, ez on eet d’ar Vro-Gongo, da Vrazzaville. A-veh 10 eur nij etre Pariz ha
Brazzaville gand eur pennad ehan netra nemed e kêr Nice e kreisteiz ar Frañs. Pemp eur
diouz ar mintin p’en em gavan. Dale ebéd kaer er bureviou. Daou veleg a zo ouz va
gortoz : Robert Le Scao euz Brieg ha Corentin Le Corre euz Landudeg. Bloaz a zo pe dost
m’o-deus kuiteet o farreziou en eskopti Kemper. Laouen int evel-just ! gwisket int gand
soudanennou dem-velen, ar gwenn a zo buan louzet hag a vez miret evid ar zul. Kure int
e parreziou euz kêr Brazzaville, Mongali hag Ouenze, parreziou ha n’eus enno nemed
morianed. Buan ar pakadou hag ar baotred en eur harr 2 CV hag en hent war-zu kêr.
N’om ket eet a-bell avad ma klevom eun taol c’hwitell hag ez om pedet da jom a-zav war
vord an hent. N’eo ket deuet an deiz c’hoaz. Eur bagad paotred yaouank a zo o stanka an
hent, fuzuliou ganto. Goulenn a reont diganeom Ha piou om ha piou n’om ket.
Diskouez a reom or paperiou... Ar re-mañ a zo paotred ar J.M.N.R (Jeunesse du
mouvement national révolutionnaire), yaouankizou an emzao e-neus taolet d’an traoñ, e
3
miz Eost 1963, gouarnamant Fulbert Youlou, kenta prezidant ar Republik er bloavez 1960.
Tamm-ha-tamm ar gouarnamant nevez a zo deuet da veza rusoh-rusa ha bremañ eo
kouezet dindan beli ar gomunisted ha komunisted ar Chin. D’ar 15 a viz Eost (emaom
d’ar 6 euz ar miz) ema deiz-ar-bloaz an taol dispah hag ar pennou a zo uhel an derzienn
enno. An emgleviou yaouankizou kristen a zo bet pedet da baouez o labour. Ar
gouarnamant a zo war-nes voti eul lezenn a-eneb ar skoliou kristen hag ez eus nehamant
braz e-touez ar visionerien.
Deom da genta da Barrez Mongali, parrez Corentin Le Corre, da overennna ha da leina.
N’eus war douar ar barrez nemed tiez izel, hirgarrezeg, savet gand postou koad ha
toleñchou, taolet pri-prad warno da stanka an toullou ; an doenn a zo greet gand korz ar
vro (bambou), goloet gand deliou gwez-bananez ha gwez-koko. An iliz heh-unan n’eus
anezi nemed koataj ; frank ha ledan eo avad, peadra da lakaad eur bern mad a dud.
Amzer am-bo da droidellad dre gêr, eul lodenn tiez brao, tiez a geñwerz ha tiez-annez
bet savet gand ar Frañsizien, eun iliz-veur disterig a-walh, med iliz Santez Anna, euz ar re
gaerra. An eskopti a zo nevez, bet savet gand an Ao. n’Eskob Bernard, ginidig euz eskopti
Coutances, roet gantañ e zilez daou vloaz a zo evid lakaad en e blas an Ao. n Eskob
Mbemba, eun eskob du. N’ema ket an Ao.n’ Eskob er gêr, med kavoud a ran an Tad
Morizur, vikel vraz, ginidig euz a Vrignogan. Hemañ a anavez mad an eskopti hag an
dud. War evez ema war ar pez a raio ar gouarnamant. Kaset ez eus bet d’ar Prezidant eur
goulenn evid kaoud lod cheñchamañchou el lezenn da zond war ar skoliou, med daoust
ha selaouet e vezor?
E Ouenze ez eus eur skol gristen renet gand seurezed Ribeauvillé (Alzas), ouspenn
1000 a vugale enni. Gand aon rag ar pez a hellfe digouezoud, ar zuperiorez he-deus kaset
he novised du, da vro R.C.A. (République Centre Africaine) sañset evid tremen an ehan-
skol. Mad he-deus greet, rag goude Hanter-Eost ar seurezed du n’o-do ket a goñje da
guitaad ar vro.
Eur rummad seurezed all o-deus resevet eun depech evid lavared dezo dond diouztu
d’ar Frañs, war zigarez ivez tremen daou pe dri miz...Nehet maro; diêz e kavont señti
(marteze n’eus riskl ebéd o chom); diêz e kavont dizenti.
Skolaj «Chaminade», renet gand an Tadou Marianisted, e-neus 500 a baotred er skol.
Eno ema Xavier Godeg euz Pont-e-Kroaz e-giz kelenner, eet da zikour an tadou abaoe 7
vloaz ‘zo. Amañ ivez e hortozer gand anken petra ‘roio al lezenn! Xavier Godec a zo eet da
Vreiz da dremen an hañv. Siwaz! n’e-no ket a dro da zistrei; an tadou o-do kuiteet o
skolaj.
Deom ivez da weled ti an Oberou «Action Catholique», pemp pe c’hweh barakenn savet
brao. Ar zoñj a oa e vefe renet ahano an oll emgleviou kristen euz ar pemp pe hweh bro
war-dro a gomz galleg. An Aotrou beleg Courdray euz eskopti Roazon a oa karget dreist-
oll euz ar skouted; distroet eo d’e eskopti pa n’helle mui labourad war e dachenn. Bez’ e
oa ivez misionerien laik hag en o zouez Mimi Le Gall euz Keruyenn e Sant Evarzeg.
Houmañ a oa eet da ober eun dro da weled he zud, n’hello mui distrei d’ar Hongo. Goullo
eo bremañ ti an oberou kristen.
Seurezed glaz Sant Joseph Kluni a gavom amañ ivez evel e kalz broiou all. Eur skolaj
braz eil derez evid ar merhed a zo ganto. En urz-mañ ez eus kalz seurezed ginidig euz an
eskopti, war-dro tri hant a zo bet diouz m’am-eus klevet. Hag e gwirionez, setu-amañ ar
zuperiorez, seurez Gwenael, euz kostez Brest, Seur Pol Aurelian (Marie-Joséphe Creac’h)
euz Tromeal Kastell, Seur Clotilde (Nihouarn) euz Plogonneg, keniterv d’an Ao.’n Eskob
4
Boussard; Seur Christiane de la Réparation (Le Foll) euz Landrevarzeg; Seur Jean du Divin
Maître (Camus) euz Kraozon. Plijadur a zo bet oh en em weled hag o konta kaoz euz ar
vro. Re all a zo euz ar Morbihan. An ospital ivez a zo gand an heveleb seurezed. Siwaz! ar
re a zo oh ober skol a ranko dilezel o labour, lod a jomo er vro da ober katekiz pe labour
all, lod a guitaio ar vro. Seurez Christiane, emgavet ganin e Kemper d’an 12 a viz
Gwengolo he-deus kontet din stad truezuz ar skoliou. Hi a ya bremañ war-zu ar Guyane.
Eur mintinvez ez eom, an Tad Tad Morizur, Corentin, Robert ha me beteg Mbamou
da weled ar hloerdi bihan. Yao! hag en hent gand eul Land-Rover. Tri ugent kilometrad a
zo da ober, 30 bennag war an hent braz ha kemend all a-dreuz strêjou digoret en trêz, ar
re-mañ a zo diêz tre da zarempredi gand gweturiou skañv. Beb an amzer, eun taol
c’hwitell, eur bagad J.M.N.R o stanka ouzom an hent. Med an Tad Morizur a zo anavezet
mad en andreadou-ze hag e vezom lezet da dremen heb dale re. E Mbamou, eur hloerdi
nevez a-walh, e-kreiz ar mêziou, ar gwez hag ar bokedou, e kavom an Tad Le Duc, euz
Heñvig, bet meur a vloavez kure e Sant Kaourantin Kemper, ha rener ar Phalange d’arvor.
Marvaillou e ser merenna.
En distro e tremenom dre barrez Linzolo, kenta mision ar Hongo. Seurezed Kluni o-
deus amañ eur skol hag eun dispañser. Hemañ a zo renet gand Seurez Maurice (Germaine
Philippe euz Kerider, e Kleder), anaoudegez vad din. Beteg daou hant a vez bemdeiz o
houlenn kuzul ha louzeier, ha bugale vihan a zeu er bed beteg tri ha pevar bemdez; ar
mammou a ra beteg 40 hag 50 kilometrad evid dond. Diêz eo penn ar zeurez o veza n’eus
ken a zour war gaz en dispañser; ezomm he-defe da gaoud eur moteur da zevel an dour,
med n’he-deus ket peadra da brena.
D’ar zul 8 a viz Eost, ez an d’an overennou e Mongal; unan euz an overennou a zo
lavaret e yéz Lari, yéz rummad Fulbert Youlou: Kantikou e yéz ar vro, gand tam-tam ha
binviaou muzik all, strakérèz daouarn da heulia ar han; netra re drouzuz . Corentin Le
Corre a ra e zarmon e Lari. Eun overenn all a zo e yéz lingala, gand an Tad person. Unan
all e galleg, lavaret ganin. Da echui va zarmon e larin: « Mfumu Nzambi Ka be», Dominus
vobiscum hag an oll a respont heb chom da nehi. Goude-ze! Matundo! Bennoz Doué.
Eur skol all a zo renet gand ar Seurezed Frañsiskanezed; 1500 a vugale er skol derez
kenta, 150 er skol teknik, eur «C.E.G» hag eur skol menaj gand eur hantad a vugale pep
hini. Kemend-se ivez a vo dilezet gand ar seurezed goude al lezenn war ar skoliou.
Seurezed ar Werhez koñsevet dinamm (euz Sant-Neven e eskopti Roazon), o-deus
ivez teir skol er Hongo, med e eskopti Pointe-Noire emaint. En o zouez Bretonezed evel-
just. Unan anezo, euz Bodiliz, a welin e Yaounde (Kameroun) da geñver eun abadenn
studi ar M.I.J.A.R.C. (Mouvement international de la jeunesse agricole et rurale
catholique).
Lezenn an 12 a viz Eost a laka ar gouarnamant perhenn euz an oll skoliou kristen.
Ouspenn, divenn a zo da ober katekiz er skoliou, er-mêz euz an euriou-skol zoken.
Eul labour euz ar henta he-doa greet an Iliz war dachenn ar skoliou; an hanter vad
euz ar vugale a oa er skoliou kristen bet savet gand aluzennou kristenien Bro-Frañs,
75.000 a vugale er skoliou derez kenta, 3.000 er skoliou «C.E.G», 1.000 er skoliou teknik.
Petra deuio ar vugale-ze da veza. Galvet int da zond d’ar skol d’an deiz kenta a viz Here
ha lavaret dezo mond d’ar gêr beteg fin ar miz.
Hag ar seurezed a zo en ospitaliou? ar veleien a zo er parreziou? Beteg pe vare e
hellint chom?
5
En Afrik ar Re-Zu
war roudou ar visionerien
A-raog kuitaad ar Hongo, eur gerig diwar-benn eun urz Seurezed a Vreiz hag a zo o
labourad er vro. Seurezed ar Werhez Koñsevet Dinamm; an ti-renèrèz evito a zo e Sant
Neven, en eskopti Roazon. E kostez Pointe-Noire emaint ha n’am-bo ket a dro da vond
war an tu-ze. Pevar mision a zo en o herz. Koulskoude, e Yaounde e welin unan anezo,
ginidig euz Bodiliz, Seurez Hélène (Le Verge), deuet di d’eur vodadenn beleien ha
seurezed hag en em emell euz emzao yaouankizou ar mêziou. Eur gartenn am-bezo
diwezatoh euz Mision Sibiti e leh m’ema Seurez Paul (Rosec) euz a Bloueskad, hag an Tad
Cadoret euz ar Morbihan moarvad, diouz e ano...O weled kement all e kavan diêsoh
c’hoaz beza chomet heb mond d’o gweled. Siwaz! Tro ar béd a rankfed ober evid saludi ar
Vretoned eet da brezeg ar feiz!
D’ar meurz, 10 a viz Eost e kemeran ar harr-nij evid mond da Vro-Gameroun.
Bro-Gameroun a zo anezi, evel brazder, pemp lodenn war c’hwec’h euz ar Frañs,
nemed eo eur vro beskelleg, kamm-digamm he harzou. Konta a reer enni eun dra bennag
ouspenn pevar milion a dud, deg gwech nebeutoh eged ar Frañs, douar evid douar. Beteg
ar brezel 1914 e oa anezi eun drevadenn alaman. Da fin ar brezel eo bet roet d’ar Frañs ar
garg euz ar vro, ha nebeud a zo he-deus bet he frankiz hag heh emrènèrez.
N’eus avad linenn war-eeun ebéd euz Brazaville da Yaounde, kêr-benn ar Hameroun
hag e rankan chom a-zav e Douala, porz-mor ar Hameroun ha brasa kêr ar Vro, dezi
120.000 a dud, goude beza nijet a-uz d’ar Gabon ha d’ar Gwine spagnol. Eskob Douala eo
an Aotrou Mongo, bet er Folgoad eun nebeud bloaveziou a zo; n’ema ket er gêr avad,
kemeret e-neus dija hent an Europ ha Rom. An Tad Derrien euz Mesian (Morbihan) a zo
Tad pourvezer ha brokurer hag a ra din an degemer euz ar gwella. E eskoptiou
Kameroun-an-Traoñ ar misionou a zo enno tadou euz urz ar Spered-Santel, evel er
Hongo, ha kalz anezo a zo Bretoned.
E Douala, an amzer a zo tomm ha bah. Red eo gouzoud emaom er broiou tomma euz
an douar. Brazzaville a zo pemp derez izelloh eged ar heheder ha Douala a zo pemp derez
uhelloh. E Yaounde e vo kavet gras beva, o veza m’emaer war an uhel, 600 pe 700 metr
uhelloh eged ar mor. Ar pez a zo kasauz er broiou tomm eo ar helien anvet moustiked. En
noz e ranker en em zivenn outo gand eun doare liñsel skañv speget a-uz d’ar gwele hag a
gouez tro-war-dro.
D’ar merher vintin, war-nij adarre etrezeg Yaounde. Beteg-henn n’am-eus kemeret
nemed linennou-nijèrèz braz; an darn-vuia euz ar veajourien enno a oa europeaned;
bremañ emaon war eul linenn vihan hag eo stankoh ar vorianed gand gwiskamanchou ar
vro. N’eus dale ebéd evid degouezoud e Yaounde, 100 km, a-veh.
An Aotrou ‘n Eskob Zoa, bet warlene (1964) e pardon ar Folgoad, a zo ouz va gortoz en
aeroporz.
E kêr Yaounde ez eus 60.000 a dud; eul lodenn anezi a zo damheñvel ouz karteriou
an Europ, gand tiez a genwerz ha bureviou; eno ema an iliz-veur, eur gaer a iliz-veur,
nevez a-walh, hag an eskopti, nebeud a lorh gantañ. Eur gambrig a zo roet din ha goude
beza lezet enni va malizenn ez eom dioustu d’ober eun droiad.
Mond a raim da genta da weled ar hloerdi bihan nevez emaer o sevel, tost da greiz
kêr, e Mvolyé. Ar hloerdi-ze, greet evid ar hlasou uhella, a oa warlene c’hoaz en eur gêrig
all, war ar mêz, e Mvaa. Eno ema, abaoe bloaz ‘zo, evel kelenner, Francis Quemeneur,
1 / 177 100%
La catégorie de ce document est-elle correcte?
Merci pour votre participation!

Faire une suggestion

Avez-vous trouvé des erreurs dans linterface ou les textes ? Ou savez-vous comment améliorer linterface utilisateur de StudyLib ? Nhésitez pas à envoyer vos suggestions. Cest très important pour nous !